Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Embannadurioù an Tour-tan
Amañ e vo kavet ster ho puhez... Ar Bibl troet diwar an hebraeg, Buhez ar Sent, ar Feiz e brezhoneg hag ur bern traoù-all da lenn.

15/06/2007 GMT 1

An Tour-tan a embann abaoe 1980

antourtan @ 21:57

Degemer mat dit !

Bienvenue !

Welcome !

Setu bed ar sevenadur Breizh.

Dizoloet e vo ganeoc'h dre al lennadennoù e brezhoneg.

Setu amañ un dibab, diouzh Embannadurioù an Tour-tan ,

ez omp bet plijet gantañ.

Blog war ober ...

Gant pasianted hag amzer e vez graet ur bern traoù !...

Skrivit dimp !

ilizkatolik@voila.fr

scripte.gif


14/06/2007 GMT 1

LEVRIOU nevez da werzhañ

antourtan @ 19:20

AR BIBL : an Testamant Kozh e 5 levrenn:
Levrenn1: 8€
Levrenn 2: 8€
Levrenn 3: 10€
Levrenn 4: 14€
Levrenn 5: 12 €

hag ivez ...

Kanennoù santel Salmoù (Klotennoù 8 troad gant Job Kergrist) 1988 11€
Prosez santelezhadur St Erwan 2003 21€
Sant Tudwal, henbuhez 1994 5€
Sant Samzun, kentañ eskop Dol; henbuhez 1993 5€
Abati Koad Maloen 1142, gant Dom Alexis Presse (Boken) 1993 4€
(divyezh F/B)
An Tremener (Barzhonegoù) 1995 10€
L'Abbé P.M. Lec'hvien (H. Poisson) 1959 20€
Itron Varia An Enez e Kergrist-Moeloù (état) 1990 4€
Prosez santelezhadur Charlez Bleaz (testenioù) 200p. 36€ troidigezh gant Job K/grist
Meulganoù & kantikoù brezhonek gant Beti Wyn Holmes (Troidigezh JK/); studiadenn ur Gembreadez 2005 20€
Mister Santez Anna (Mab Sulon-Lorinquer); c'hoariva 2004 4€
Ur Basion gefang e Neusalz/Oder (Pier Ar Gall) 2004 3€
(ur Basion bet skrivet gant ur prizoniad eus Breizh)
Buhez Sant Gwenael 2004 3€
Ecclesia de Eucharistia gant Yann Baol II 2003 3€
Ecclesia in Europa gant Yann Baol II 2003 4€
Ritual ar re glañv 2004 5€

Ouzhpennit priz ar post...

Embannadurioù an Tour-tan
Kevredigezh hervez Lezenn 1901
Embannadurioù e brezhoneg abaoe 1980 /Publications in breton

An Tour-tan 14 straed T. Botrel Kergozh 22200 Gwengamp

ilizkatolik@voila.fr

Deskomp...

antourtan @ 19:02

Piv a oa Maodez Glanndour?

Bet ganet dindan anv Louis Augustin Le Floc'h d'ar 7 a viz Meurzh 1909 e Pontrev e oa Maodez Glanndour ur beleg, ur barzh, ur skrivagner, ur prederour, un doueoniour hag un sonaozour. Unan eus ar gloer entanet gant Breizh hag eus izili an Emsav kristen a zo bet kreñv a-walc'h a-raok an Eil Brezel bed. Gant ur skipailh beleien e troas ar Bibl en he fezh diwar ar gresianeg kozh. Mervel a reas e Louaneg hag eñ person ar barrez d'an 25 a viz Kerzu 1986.

Taolenn· 1 Familh ha studioù· 2 Perzh en Emsav lennegel ha relijiel· 3 Troour ar Bibl· 4 Ar sonaozour hag an dastumer kanaouennoù-pobl· 5 Levrlennadur

1 Familh ha studioù

Mab d'un noter e Pontrev ne oa ket desavet e brezhoneg daoust d'e vamm bezañ ur vrezhonegerez. Mont a reas da Lannuon, da skol Sant-Josef, da ober e studi. Tapout a reas un tamm brezhoneg gant e genstudierien hag e-pad e vakañzoù er Merzher, nepell diouzh Gwengamp. Pa 'z eas da gloerdi Sant-Brieg e c'hellas studiañ ar brezhoneg pishoc'h.
Goude bezañ beleget e 1932 ez eas da Roma da studiañ an doueoniezh. Eno e tarempredas an Tad Godu a sachas anezhañ muioc'h war-du an Emsav. Resevet e voe evel doktor war ar brederouriezh hag evel aotreeg war an doueoniezh.

2 Perzh en Emsav lennegel ha relijiel

Goude bezañ bet anvet e 1935 da gelenner en e skol gentañ, hini Sant-Josef e Lannuon, e krogas da genlabourat gant skipailh ar gelaouenn lennegel Gwalarn, Roparz Hemon en he fenn. Kas a reas barzhonegoù dezhi ingal. Klask a reas ivez reiñ ur vouezh e brezhoneg d'ar speredelezh kristen e-barzh ar gelaouenn Studi hag Ober a grouas e 1936 asambles gant Pêr Yann Nedeleg, ur beleg all. Enni e veze embannet studiadennoù doueoniezh, testennoù evit al liderezh ha tammoù troidigezhioù ar Bibl.
Goude bezañ disoudardet e voe anvet da gure e Gwengamp. Er mare-se e savas ar barzhoniezh hir "Imram", unan eus e oberennoù gwellañ, a yeas d'ober darn-vuiañ niverenn gentañ ar gelaouenn Sterenn.
Gant aotreadur an eskopti e savas e 1952 un aozadur relijiel "Unvaniezh Speredel Breizh (USB) gant harp Madalen Saint-Gal de Pons. Digor e oa an aozadur kouls d'ar vrezhonegerien ha d'ar nann-vrezhonegerien. Kannadig an USB a oa Ar bedenn evit ar Vro. Aozet e veze retredoù ha bodoù prederiañ.
E 1953 e oe anvet Maodez Glanndour da aluzener ar Bleun-Brug, met e tilezas ar c'harg e 1960 diwar abegoù dizemglev gant tud an aozadur hervez Lukian Raoul.
E 1956 e oe anvet da berson parrez Louaneg hag a yeas da chom en ur seurt ti-mestr e gêriadenn Keresperz gant Madalen Saint-Gal de Pons, evel gouarnourez ha kenlabourerez tostañ. Er savadur-man e aozjod meur a emgav pe vodad-labour pe retred.
P'en doa aet da studiañ er Vatikan ha pa oa un den a ouiziegezh e c'hellje bet Maodez Glanndour mont pelloc'h er skeul-renk an Iliz katolik, met e gavas gwelloc'h dezhañ seveniñ karg ur person barrez en ur gêriadenn Vro-Dreger. Eno e c'hellas kendalc'h gant e studioù breizhek ha eskemm gant an emsaverien all. Kemer a reas perzh Maodez Glanndour en Emsav ken e oe anvet da gadoriad Kuzul ar brezhoneg eus 1964 da 1966.

3 Troour ar Bibl

E 1952 e talc'has da sevel un doare peurunvan evit troidigezh ar Bibl a vije skridaozet en ur chom an nesañ ma c'heller ouzh testenn gresianek ar Septañt. Bodañ a reas en dro dezhañ un nebeud beleien dregeriz Marsel Klerg, Pêr Bourdellez hag Armañs ar C'halvez. Embannet e oe an Aviel hervez sant Mazhe moulet e 1952 gant Studi hag Ober lakaet da anv un ti-embann. Troet e oa bet an aviel gant an Tad Medard ha Maodez Glanndour o doa "klasket chom tost d'ar mammskrid" (raklavar).
Dont a reas er-maez dindan ur stumm lieskrivet Diskuliadur Sant Yann, Koheleth hag Aviel sant Yann. Er fin holl levrioù ar Bibl a oe moulet hag embannet etre 1969 ha 1982 gant embannadurioù Al Liamm.

4 Ar sonaozour hag an dastumer kanaouennoù-pobl

Dedennet e oa kalz Maodez Glanndour gant ar sonerezh hag ar c'han ken een em stummas evit dont da vezañ ur sonaozour. Klask a reas dastum kanaouennoù-pobl a lakaas da vezañ embannet war gelaouenn Barr-Heol . Studias a reas al lennegezh brezhonek dre gomz hag e c'hell aozañ gant Jean-Pierre Rioux un teskad kanaouennoù-pobl brezhoneg e div levrenn gant an droidigezh gallek tal-ouzh-tal, embannet gant an UGE dindan stumm levrioù godell.
Evit al lid en deus savet un oberenn gaer ivez, da skouer: „Kanaouennoù santel ha komplidoù ar sul“ (Skol 1960); „An Oferenn santel“ (Studi hag Ober 1969); „Meulganoù evit bloavezh al lidoù“ (Studi hag Ober 20-21 1974)...

5 Levrlennadur
· Barzhoniezh
o Telennganoù, Al Liamm, 1985
o Va levrig skeudennoù. Al Liamm, 1983
o Vijelezh an deiz diwezhañ, Al Liamm, 1978
o Komzoù bev, Skridoù Breizh, 1949
o Milc'hwid ar serr-noz. Kaieroù kristen, 1946
o "Imram", in : Sterenn, n° 1, 1940
· Teskad kanaouennoù-pobl==
o Le brasier des ancêtres (renerezh gant Jean-Pierre Rioux), Union générale d'éditions, 2 levrenn.
· Arnodskrid
o Kregin-mor, Al Liamm, 1987
· Troidigezhioù
o Ar Bibl
§ Tad Medard, Glanndour (Maodez), troidigezh diwar ar gresianeg, An Aviel hervez sant Mazhe, Studi hag Ober, 1952.
o Speredelezh
§ Sant Benead Nursia, Reolenn ar venerc'h, lieskrivet
· Levrioù relijiel==
o Istor ar Mabig Jezuz, Al Liamm, 1962
o Letani Itron Varia Vreizh, 1945

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust